Distro-skol Katell
(En français plus bas.) Abaoe an distro-skol o deus labouret ar skolidi war al levr Distro-skol Katell. Istor ur vestrez eo. Aon he deus rak mont d’ar skol d’an deiz an distro-skol. Evit echuiñ o labour e foate dezhe reiñ o soñj a-ziwar al levr just a-walc’h. Setu ar pezh o doa c’hoant da lâret. =) « Plijet on bet gant al levr. » =( « N’on ket bet plijet gant al levr. » =S « Plijet on bet tamm pe damm. » Dibenn-sizhun mat deoc’h…